Gwerzoù ha Komzoù. Breton Lyrics. Paroles de chansons Bretonnes

Ar Bromesa – Bleizi Ruz

Bleizi Ruz

Dom Yann Derrien evid an noziou tremenet
Dom Yann Derrien en noz zo bet spontet
Posibl vehe an droug spered e sell deuzein
E sell deuzein o na pa ven kousket

N’on ‘med ho mamm, ma mab hag e neus ho kanet
N’on ket na diaoul nag ivez droug spered
N’on ‘med ho mamm a zo en poaniou bras dalc’het
A gaojenn d’ur veaj prometet

Da Sant Jakez ma mab c’hwi ranko moned
Da savetei un anaon desedet
Hirr é, pell é na sur an hent da hont dezi
Seiz sort langaj ivez da barlanti

Mus: Eric Liorzou
Paroles: d’après gwerz DOM YANN DERRIEN,
Adaption de Bernard Quillien

Leave a comment

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.