Gwerzoù ha Komzoù. Breton Lyrics. Paroles de chansons Bretonnes

Marivonig – Loened Fall

Loened Fall

Marivonig zo deuet d’ar vilin
D’ar vilin dre ar c’hlazennoù
’Vit ’vije ket gwelet he roudennoù

Pa oe erru dre ar c’hlazennoù
Oe ret dezhi bout arretet
Ha div verc’h vihan ’devoe ganet

Pa oe erru na ’barzh ar gêr
Lakaet he jao ’barzh ar marchossi

O na neuze teuas sag an ti
Ha hi da c’houlenn digant he mamm
Hag eñ ’oe aozet he gwele ’n he c’hambr

Kerzhet d’hen aozañ ha aozet ’nañ aes
Kar ma c’halon baour a zo diaes

’Noa graet Marivonig ’met mont da gousket
’Erruas an daou jañdarmed

Boñjour deoc’h-c’hwi ’ta Marivonig
Boñjour deoc’h-c’hwi ’ta plac’hig koant
Ha dont a rit ganeomp da Wengamp

O ya, me ’ay ganeoc’h da Wengamp
’Vit selaouet ma jujamant

Me ’meus ur puñs ’ba’ korn prad ma zad
’N hani hen skarzho ’nevo kalonad

Me ’meus ennañ pemp inosant
Ha ’neuint na nouenn na badeziant

Ha daou all zo ’barzh ar jardin
’Ba’ mesk ar c’haol hag an irvin

Ha daou all zo dindan an treuzoù
Ha bep a spilhenn vraz ’n o begoù

Ha daou all zo ’ba’ plouz ma gwele
Ha ’mañ gwall-poent dezhe dont ac’hane

An div ’meus bet ’barzh ar c’hlazennoù
Re-se ’neus graet tout ma maleurioù

Leave a comment

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.