Gwerzoù ha Komzoù. Breton Lyrics. Paroles de chansons Bretonnes

Plac’h Trozelan – Loened Fall

Loened Fall

E-barzh en Trozelan zo ’r serten merc’h yaouank
Hag a ra plijadur de’i gwel’t ar baotred yaouank

Da noz pan a ’n he gwele en touesk al liñselioù
Ar plac’h-mañ a zo charmant a c’houlas amourioù

Dre ur sulvezh d’abardaez goude oa debret koan
Mont a ra d’o’r ur bale betek ti he galant

’N un antren ’barzh en ti bonsoar he doa lâret
Ha goulenn gant ar re gozh ma oant war o ye’hed

Alleluia emezi war ma yec’hed e ’h on
Didostait da vutunat, didostait da gorn an tan

Ma butun a zo pouezet, butunat ne ran ket
’Met lâret ur gaoz pe div ma vez din permetet

Butunat ha kaozeal a vez dalc’hmat akordet
Ma lâret rezonioù mat c’hwi a vo selaouet

Goût a ret-hu den yaouank da betra ’h oc’h kiriek
Ya da bezh a zo arru gant ho muiañ-karet

Me a meus bouchet de’i, me ne dislarañ ket
Bet eo ganin alies e ma loñj e kousket

Bet eo ganin alies ya nozh ha deiz pa garen
Ha c’hoazh nan aen ket dalc’hmat pa vije lâret din

An traoù a yae mat a-walc’h, ar plac’h a oa kontant
’Oa ket ken ’met Tomas kozh a oa c’houlenn arc’hant

Ur eontr de’i deus en kêr hag en deus lavaret
Ma ne faota ’met arc’hant ’vo arañjet

Leave a comment

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.